La Chronique hebdo en breton d’Hervé Saliou
Youhadenn
13 kanaouenn a vez kavet war « Youhadenn », pladenn Louis Jacques Suignard embannet nevez ‘zo .
E dride bladenn eo, houmañ gant traoù hengounel hepken enni. Eus Breizh pe eus broioù Keltiek.
Daou soner a zo gantañ. Ar memes re a vez war al leurenn : Hug Berco gant ar gitar hag ar fleüt ha Olivier Adelen gant an akordeoñs.
Kalz plas vez lakaet war ar binvioù evel a lâr Louis Jacques : « Ar pezh a vez klevet war ar CD vez graet ganimp war al leurenn. Ne vez ket klasket pemp troad d’ar maout met traoù gant from, lusk ha startijenn ».
Amañ emañ atersadenn Louis Jacques war Radio Kerne diwar-benn e bladenn. Talvezout a ra selaou anezhañ !
(en français) Voici le dernier CD de Louis Jacques Suignard. Vous pouvez en écouter quelques extraits et son intéressante interview à Radio Kerne.
Hervé Saliou est un bretonnant de naissance très investis dans l’utilisation de la langue bretonne. Professeur de breton, il est aussi le secrétaire de l’association Ti ar brezhoneg ayant pour objectif l’organisation d’activités en langue bretonne pour les bretonnants. Hervé écrit une petite chronique en breton chaque semaine, diffusée dans la lettre d’information de la Mission Bretonne et sur ce blog avec son aimable autorisation. Échanger avec Hervé Saliou sur Twitter.