An distro skol e brezhoneg


Hervé Saliou, Brezhoneger a-vihanik (bretonnant de naissance).

Hervé Saliou, Brezhoneger a-vihanik (bretonnant de naissance).

La Chronique hebdo en breton d’Hervé Saliou

An distro skol e brezhoneg

Kreskiñ a ra c’hoazh niveren ar skolidi a zo o teskiñ brezhoneg e Breizh. + 502 skoliad ha + 3,3% e-kenver warlene. Bez ‘zo bremañ 15840 skoliad en teir rouedad, eus skol-vamm betek al lise. 3854 ( +4%) e Diwan, 6887 (+ 3,4%) er skolioù publik diwyezek ha 5099 ( + 2,6%) er skolioù katolik diwhezhek Dihun.

Er c’hentañ derez eo bet digoret 4 lec’hiad : e Ploueg-ar-Mor, Kore, Plañvour ha Roazhon. Daou skolaj nevez ouzhpenn o deus bremañ an hentad diwyezhek en eil derez e Gwened hag e Lannuon. 462 skol a ginnig ur c’helenn diwyezek diwar-vremañ.

Mat eo eveljust met ret eo ivez taolañ evezh ouzh ar c’hresk a ya war e c’horrekaat peogwir e oa digoret 8 lec’hiad warlene ha 14 lech’iad e 2012. N’eo ket a-walc’h evit ma chomo bev ar yezh. Siwash, e Skol Diwan Pariz n’eo ket bet kavet skolaer ebet hag abalamour da se eo bet digoret nemet ar skol-vamm. E Ti ar Vretoned ivez eo adkroget ar c’hentelioù brezhoneg. Tri live a zo d’ar Sadorn da 11 eur ha pevar live d’ar Merc’her da 7 eur noz evel warlene. War ar pevare live e vo lakaet ar pouez war ar yezh komzet. Ne vo ket ur c’helenner nemetken oc’h ober war dro ar live-se met dont a raio kalz a vrezhonegerien da lakaat ar studerien da gaozeal. Unañ bep sizhun memestra ! Met evel e Breizh en deus digresket niverenn ar studier peogwir e oant 103 warlene hag int 90 ar bloaz-mañ. Chom a ra plas c’hoazh d’ar Sadorn.

(en français) C’est la rentrée aussi pour les classes bretonnes. 15 840 élèves sont inscrits dans les différentes filières. Soit une croissance de 3,3% Mais une augmentation malheureusement en baisse par rapport aux années précédentes. A Ti ar Vretoned, c’est aussi la rentrée avec 3 cours le samedi et 4 le mercredi dont un quatrième niveau dédié à la conversation avec des bretonnants qui se succèdent pour animer le cours. Il reste encore quelques places, surtout le samedi.

Hervé Saliou est un bretonnant de naissance très investis dans l’utilisation de la langue bretonne. Professeur de breton, il est aussi le secrétaire de l’association Ti ar brezhoneg ayant pour objectif l’organisation d’activités en langue bretonne pour les bretonnants. Hervé écrit une petite chronique en breton chaque semaine, diffusée dans la lettre d’information de la Mission Bretonne et sur ce blog avec son aimable autorisation. Échanger avec Hervé Saliou sur Twitter.

Laissez un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.